Christine McVie

Eus Wikipedia
Christine McVie e 1977.

Christine Anne Perfect, pe Christine McVie, ganet e 1943, e Bouth, el Lake District (neuze e Lancashire, hiriv e Cumbria), zo ur ganerez ha sonaozerez saoz. Brudet eo bet evel kanerez al laz saoz Fleetwood Mac, adal 1970 pa zimezas d'ar gitarour John McVie.

E-touez he c'hanaouennoù emañ an eizh a glever en albom Greatest Hits al laz, hag en o mesk "Don't Stop", "Little Lies", "Everywhere", "Over My Head", "You Make Loving Fun". Tri albom all he deus graet hec'h-unan.

Sonaozañ a ra c'hoazh en he zi e Wickhambreaux, en Kent. Adkrog eo da labourat ha da ganañ gant Fleetwood Mac.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]