Christian Bekamenga

Eus Wikipedia

Christian Bekamenga Bekamengo Aymard (lezanvet Beka) a zo ur c'hoarier mell-droad ganet e Yaoundé d'an 9 a viz Mae 1986. Tager eo e skipailh mell-droad Naoned.

Christian Bekamenga en deus sinet ur c'hevrad labour gant an FK Naoned d'ar c'hentañ a viz Genver 2008. Dre ma vanke dezhañ un aotre labour evit labourat e Bro-C'hall, e tegouezo tro fin miz C'hwevrer 2008 e Naoned.

Rakdibabet e oa bet e skipailh mell-droad bro Kameroun evit ar Can 2008. Ne vo ket dibabet a benn ar fin er skipailh.


Roll loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwellañ planter palioù e Tournamant an 8 broad espoirs: 2007
  • Trec'hour er C'hoarioù Afrikan : 2007