Choro
Neuz
Choro (distaget [ˈʃoɾu] en portugaleg, leñv en brezhoneg), a-wechoù chorinho (leñvig, pe klemmig) zo un doare sonerezh poblek brazilian ganet war-dro 1870 e Rio de Janeiro, tremen 130 vloaz dezhañ. Chorões a vez laret eus ar sonerien, ha regionais (rannvroidi) eus al lazoù. En desped d'an anv trist eo ur sonerezh prim ha laouen, ha diaes-bras, ma tiskouez ar sonerien o ampartiz, gant se e rankont anavezout mat o binvioù ha gouzout diouzh an doareoù-seniñ.
Ar binvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pandeiro, ar gitar, ar fleüt, ar vandolinenn.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sonerien choro zo e Sant-Brieg[1].
- Un ton choro, kanaouenn vrezhonek er bladenn Heol Gor gant al laz Dañs er Jeko e 2015.