Cheyeneg
Neuz
| Cheyeneg (Tsêhesenêstsestôtse) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Stadoù Unanet |
| Rannved : | Montana, Oklahoma |
| Komzet gant : | ~ 1.700 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù aljek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | |
| Akademiezh : | hini ebet |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | hini ebet |
| ISO 639-2 | chy |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | chy |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh aljek eus isskourr yezhoù algonkek ar c'hompezennoù eo ar cheyeneg (Tsêhesenêstsestôtse), komzet gant tro-dro da 1.721 dud diwar 5.000 den en holl, e Mirva Cheyened an Norzh e gevred Montana, ha gant an Arapahoed e kornôg Oklahoma er Stadoù-Unanet (1990).
E Montana e vez implijet gant an holl dud deuet d'o oad, met saozneg a gomz kentoc'h ar re yaouankañ, daoust d'ar cheyeneg bezañ kelennet dezhe e-pad an hañv eno a-benn klask reiñ lusk d'ar yezh. En Oklahoma, avat, ne vez komzet ken nemet gant ar re goshañ.
Fonologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket liesek-tre fonologiezh ar cheyeneg. Tra ma 'z eus teir bogalenn hepken e c'heller o tistagañ a dri doare : gant ur vouezh uhel, gant ur vouezh izel pe en un doare divouezh.
| Diweuz | Dent | etre staon ha teod | goueled ar genoù | gourlañchenn | |
|---|---|---|---|---|---|
| tarzh | p | t | k | ʔ | |
| c'hwezh | v | s | š | x | h |
| fri | m | n |
| Araog | Kreiz | Adreñv | |
|---|---|---|---|
| Uhel | e | o | |
| Izel | a |
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |