Chesterton (Huntingdonshire)
Chesterton zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel eus Bro-Saoz, e Cambridgeshire. Emañ Chesterton er gornaoueg da Peterborough, e distrig Huntingdonshire, a zo ul lodenn eus Cambridgeshire koulz hag ur gontelezh istorel eus Bro-Saoz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hreñvlec'hig roman anvet Durobrivae a oa eno, war an Ermine Street ha war lez ar stêr Nene.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo an anv Chesterton diwar an elfennoù hensaoznek ceastre, deus eus ar ger latin castra (= kêr, kamp), ha tun, ur stumm kozh eus "town". Talvezout a ra kement ha "kêr roman" eta[1].". Meneget eo Chesterton en Domesday Book, skrivet Cestretune.[2]
Anv ar gêr roman, Durobrivae a gaver meneget e skridoù latin[3] :
- Enskrivadur, war ur mortez : Cunoarus Vico Duro(brivae)
- Enskrivadur, war ur mortez : Sennianus Durobrivis Uri(t)
- Itinerarium Antonini 4751 (Iter V) : Durobrivas
- Dizanv Ravenna 10654 : Durobrissin
Stummoù latinaet int eus un anv keltiek *Durobrīwās, a dalvez kement ha "kreñvlec'h (e-kichen) ar pontoù".
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Chesterton- Key to English Place-names. Chesterton- Key to English Place-names. University of Nottingham. Kavet : 11/06/2018.
- ↑ (1992) Domesday Book: A Complete Translation. London : Penguin Books. 1328 p.
- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain, B. T. Batsford Ltd., London, 1979, 1982, p. 348