Charlotte Bro-C'hall
Neuz
Ur pennad Charlotte de Valois zo ivez.
Charlotte de Valois, pe Charlotte Bro-C'hall (23 a viz Here 1516 – 8 a viz Gwengolo 1524) a oa eil merc’h Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall, hag e bried Klaoda Bro-C'hall (1499-1524), merc'h da Anna Vreizh.
Kaoz a voe, ur pennad, e vije dimezet da Karl V, hervez Feur-emglev Noyon. Dilezet e voe ar soñj avat.
Klañvidik e oa, ha mervel a reas gant ar ruzell a-raok hec’h 8 vloaz. Poltredet e voe da 7 vloaz gant Jean Clouet, hag er Minneapolis Institute of Arts emañ an daolenn.