Cesare d'Este

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cesare d'Este

Cesare d'Este (Ferrara en 1561 – Modena e 1628) a oa dug Modena ha Reggio adal 1597 betek e varv. E-kerzh e ren eo e voe kollet dugelezh Ferrara gant an Tiegezh d'Este.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Ferrara, ha mab oa da Alfonso d'Este, markiz Montecchio, pevare mab Alfonso Iañ d'Este, hag a oa kenderv da Alfonso II d'Este, dug Ferrara ha Modena. E vamm e oa Giulia della Rovere (1525-1563), merc'h da Francesco Maria della Rovere, dug Urbino.

Pa varvas an dug Alfonso II d'Este, divugel, e miz Here 1597, e tegouezhas dugelezh Ferrara gant Cesare. Anavezet e voe al legadenn gant an Impalaer Santel Rodolf II, hogen gant ar pab Klemez VII ne voe ket. Ha Ferrara a oa douar d'ar pab, pa ne oa ket Modena, Carpi ha Reggio Emilia, ha se zo kaoz e voe adkemeret dugelezh Ferrara gant ar pab e 1597, goude ma reas Cesare e seizh gwellañ da gaout skoazell digant stadrenerien Europa.

Mont kuit a reas neuze Cesare gant e lez da chom da gêr Modena, e miz Genver 1598. Bec'h en doe er bloavezhioù kentañ: al lojeiz fall er c'hastell krennamzerel, tabutoù etre uhelidi eus Modena hag ar re eus Ferrara, arnodoù Marco Pío de Sassuolo da gaout emrenerezh, ar brezel a-enep Lucca da c'houzout gant piv ez afe Garfagnana.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn Genver 1586 e timezas da Virginia de' Medici, merc'h da Cosimo Iañ de' Medici. Honnezh he devoa barradoù follentez ha mervel a reas e 1615.

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vab Alfonso III d'Este a voe dug war e lerc'h.