Mont d’an endalc’had

Ceratosauria

Eus Wikipedia

Ar Ceratosauria zo izili eus strollad an dinosaored theropoda termenet evel hollad an Theropoda dezhe un hendad boutin nevesoc'h gant Ceratosaurus evit gant an evned. Ar skiantourien n'emaint ket holl a-du hiziv an deiz diwar-benn pe spesad a oa er strollad-se pe diwar-benn perzhioù heverk Ceratosauria, daoust ma ne oa ket ken emdroet o morfologiezh hag hini an Tetanurae. Hervez an damkaniezh nevesañ ha degemeret ar muiañ, emañ e-touez ar Ceratosauria Theropoda ar Juraseg hag eus diwezh ar c'hretase da-heul : Ceratosaurus, Elaphrosaurus, hag Abelisaurus, kavet en hantervoul su dreist-holl. Da gentañ, Ceratosauria a vode an dinosaored meneget mui Coelophysoidea ha Dilophosauridae, ar pezh a empleg en em zispartias ar c'heratosauria kalz abretoc'h diouzh an Theropoda all. Koulskoude, ar studiadennoù nevesañ o deus diskouezet ne'z ae ket Coelophysoida ha Dilophosaurida d'ober ur gladenn gant ar C'heratosauria all, ha n'emaint ket e-barzh ar strollad-se eta.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]