Center (strollad)

Eus Wikipedia
Vasily Shumov o seniñ gant Center e Moskva d'ar 17 a viz Du 2006

Center (pe Tsentr, rusianeg: Центр) a zo ur strollad sonerien rusek, a ra sonerezh-arnodiñ ha liesseurt. Pa grogas e rae sonerezh new wave ha rock rusian.

Center a voe krouet e dibenn ar bloavezhioù 1970 e Moskva gant Vasily Shumov. "777" a voe anv kentañ ar strollad. Brudet e teuas da vezañ e bed sonerezh undeground Rusia er bloavezhioù 1980. Ouzhpenn 25 pladenn a zo bet embannet gant ar strollad, hag en deus krouet ivez sonerezh filmoù hag en deus graet sonadegoù en Europa hag er Stadoù-Unanet[1].

Er bloavezhioù 1990 e tilojas Vasily Shumov (penn ar strollad) da Los Angeles ma kendalc'has d'ober sonerezh.

E 2000 e voe embannet ar bladenn "Plastikozamenitel'" ma rejont anv eus Centroborators evit ar wech kentañ. Centroborators a zo arzourien eus a bep lec'h a gemer perzh e sevel ar bladenn hag a gas o enrolladennoù da Vasily Shumov dre internet. Meur a bladenn all embannet goude "Plastikozamenitel" a voe aozet gant sikour Centroborators[1][2]. Abaoe kreiz ar bloavezhioù 2000 eo adkroget ar strollad da seniñ e Rusia.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 [1]
  2. [2]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]