Mont d’an endalc’had

Ceann Caillí

Eus Wikipedia
Ceann Caillí

Ceann Caillí en iwerzhoneg, Hag's Head e saozneg, zo ur beg-douar e penn kreisteisañ Aillte an Mhothair e kornaoueg Iwerzhon.

Dont a rafe anv ar beg-douar eus tres ur wrac'h kozh a vefe gant e reier (kement ha "gwrac'h" e talv koulz cailleach en iwerzhoneg ha hag e saozneg). Hervez ur vojenn a gonter er vro e vije bet ur wrac'h kozh, kouezhet e karantez gant an haroz Cú Chulainn, o redek war e lerc'h dre Iwerzhon, betek en em gavout el lec'h-se. Cú Chulainn a vije deuet a-benn da dec'hout en ur lammat dreist ar c'herreg met ar wrac'h kozh a vije kouezhet er mor[1].

E Ceann Caillí emañ an tour anvet Túr an Mhothair.