Cdiscount

Eus Wikipedia

Cdiscount zo ul lec'hienn kenwerzh enlinenn gall. Gwerzhet e vez danvez lies: elektronek, sevenadurel, boued, sport hag all. En holl e vez gwerzhet 30 milion a broduioù disheñvel. Krouet e oa bet e miz Kerzu 1998.

Da gentañ e oa bet krouet Cdiscount evel ul lec'hienn da werzhañ danvez distaolet, dreist-holl pladennoù. Hiziv-an-deiz ez eo al lec'hienn kenwerzh gall pouezusañ hag a gresk dibaouez, a-us da geidenn al lec'hiennoù gwerzhañ enlinenn e 2013. Al lec'hienn Cdiscount ne werzh nemet e Bro-C'hall.

Cdiscount en deus rastellet 1.6 miliard a euroioù e 2013.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]