Catherine de Mayenne
Neuz
Catherine de Mayenne pe Catherine de Lorraine a oa ur briñsez c'hall eus an Tiegezh Lorraine-Guise, ganet e 1585 ha marvet e 1618 e Pariz da 33 bloaz.
Merc'h e oa da Charles de Mayenne, dug Mayenne hag Aiguillon, ha da Henriette de Savoie-Villars.
Dimezet e voe e 1599, da 14 vloaz, e Soissons, da Carlo Gonzaga, dug Nevers ha Rethel, 18 vloaz.
C'hwec'h bugel o doe :
- François (1606- 1622), marvet da 16 vloaz ;
- Charles (1609-1631, marvet da 22 vloaz ; dug Mayenne da 12 vloaz, e 1621, goude marv e eontr Henri de Mayenne, breur d'e vamm ; anavezet evel Charles III de Mayenne, ha dug Charles IV de Rethel e 1622, goude marv e vreur henañ ;
- Ferdinand (1610- 1632), dug Mayenne evel Ferdinand de Mayenne adal 1631 da varv e vreur Charles ; marvet eveltañ da 22 vloaz ;
- Marie Louise (1611- 1667), marvet da 56 vloaz ; dimezet div wech : da Ladislas IV Vasa, roue Polonia, ha da Jean II Casimir Vasa roue Polonia ivez ;
- Bénédicte (1614-1637), abadez Avenay e-tal Épernay, marvet da 23 bloaz ;
- Anne-Marie de Mantoue (1616-1684), marvet da 68 vloaz; dimezet div wech : e 1639 da Henri II de Guise, mab-bihan da Henri Ier de Guise, lesanvet Le Balafré, drouklazhet war urzh ar roue gall Henri III ; dizimeziñ a rejont e 1641 ; addimeziñ a reas Anna da Eduard von der Pfalz ha teir merc'h o devoe.