Mont d’an endalc’had

Catharina Charlotta De la Gardie

Eus Wikipedia

Catharina Charlotta Taube, pe Catharina Charlotta De la Gardie, pe De la Gardie (1723–1763), zo ur gontez hag un harozez svedat. Herzel a reas ar prosez diwezhañ graet en abeg d'ar sorserezh e Sveden.

Arenius - Catharina Charlotta Taube De la Gardie (1723-1763)


Merc'h e oa d'ar c'hont Edvard Didrik Taube av Odenkat, ha da Kristina Maria Falkenberg. He c'hoar e oa Hedvig Ulrika Taube (1714-1744), a voe serc'h da roue Sveden .

En 1744, pa oa 21 bloaz, e teuas da vout dimezell a enor ar briñsez Lovisa Ulrika (1720-1782), ur verc'h da roue Prusia, deuet da vout rouanez Sveden. Dimeziñ a eure en 1748 d'ar c'hont Pontus Fredrik De la Gardie, ur jeneral svedat, breur d'ar gontez skiantourez Eva Ekeblad.

E 1756 e voe kroget da vaksinañ an dud ouzh ar vrec'h e Sveden, ha kalz tud a oa savet a-enep an nevezenti-se. Catharina Charlotta a reas vaksinañ he bugale, ha kement-se a lakeas kalz a gouerien d'ober evelti. A-wechoù e komzer eus an darvoud-se evel deroù ar vaksinañ a-vras.

An eil taol kaer ganti a c'hoarvezas e 1758.
En 1757 e oa trelatet an dud e parrez Ål, en Dalarna, abalamour d'un afer sorserezh, ha trizek maouez ha pemp gwaz a oa bet tamallet dezhe temtiñ bugale ha kas anezhe d'ur sabad sorserezed. Ar gouarnour Pehr Ekman a roas urzh d'o herzel, d'o goulennata, d'o jahinañ . Catharina Charlotta De la Gardie a glevas anv eus ar prosez e-pad ur veaj da broviñs Dalarna en 1758, ha neuze, a-gevred gant tud all, e roas bec'h da herzel ar prosez dre ober brud en-dro dezhañ e Stockholm. Betek neuze ne oa nemet un afer lec'hel, etre daouarn ar gouarnour hag an Iliz er broviñs, met adalek ma voe anavezet er vro e teuas da vezañ ur vezh. Ar Breujoù a c'houlennas un enklask, dieubet e voe an holl damallidi, hag ar Gouarnour Ekman, en devoa degemeret an tamalloù a sorserezh hagen devoa aotreet ar jahibnerezh, a voe torret eus e garg ha kondaonet d'ar vac'h. De la Gardie a sikouras gouzañvidi an afer, reiñ dezho avokidi, ha goulenn dic'haou digant ar stad, rak gant an abadennoù jahinañ e oa bet brevet o c'horfoù haneoant ket evit labourat ken. Abalamour da se e teuas da vout un harozez, e voe roet ur vedalenn dezhi e 1761, ma oa skrivet : Catharina Charlotta Taube, comitissa De la Gardie, Fulcrum infelicibus, Ob XII ab injuria servatos cives Ordo R. Equ. 1761.

Mignonez e oa d'ar varzhez Hedvig Charlotta Nordenflycht. Brudet eo barzhoneg Nordenflycht, anvet Öfver en Hyacint, diwar-benn karantez ar varzhez ouzh Johan Fischerström; en he barzhoneg diwezhañ ez eus anv eus un tric'horn ar garantez etre Nordenflycht, Fischerström ha Catharina Charlotta De la Gardie, er goañvezh 1762-63.

Mervel a reas Catharina Charlotta goude tapout ur gwallgleñved oc'h ober war-dro ar re glañv.