Castilla la Vieja

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Castilla la Vieja e 1837

Kastilha Gozh, pe Castilla la Vieja, zo anv ofisiel unan eus ar rannvroioù a oa e Spagn a-raok savidigezh ar c'humuniezhioù emren e 1982. D'ar 25 a viz C'hwevrer 1983 ez eas da get ent-ofisiel.
Savet e oa bet e 1833 diwar lodenn hanternoz Rouantelezh Kastilha. Enni e oa ar proviñsoù-mañ : proviñs Ávila, proviñs Burgos, proviñs Logroño, proviñs Palencia, proviñs Santander, proviñs Segovia, proviñs Soria ha proviñs Valladolid. Anvet eo bet evel-hen abalamour ma voe kemeret he douaroù diwar-goust ar Vuzulmaned a-raok Castilla la Nueva.