Carson McCullers

Eus Wikipedia
Carson McCullers d'an 31 a viz Gouere 1959

Carson McCullers, ganet e Colombus (Georgia) d'an 19 a viz C'hwevrer 1917, ha marvet d'an 29 a viz Gwengolo 1967 e Nyack (Stad New York), a zo ur skrivagnerez amerikan.

Aet da gêr New York e 1934 e tilezas he c'hoant krouiñ sonadegoù evit en em ouestlañ d'ar skrivañ. He romant kentañ The heart is a lonely hunter (Ur chaseour digenvez eo ar galon) a voe embannet e 1940 ha berzh bras da heul. E-touez hec'h oberennoù emañ ivez The ballad of the sad cafe (gwerz an davarn drist) pe Reflections in a golden eye (dasskedoù en ul lagad alaouret).

Euredet e voe div wech gant James Reeves Mc Cullers ha darempredoù karantez he doe war un dro gant ur vignonez dezhi. Goude emlazh he fried e 1953 ec'h eas he yec'hed war fallaat (klañv e oa gant ar remm abaoe he 15 vloaz).