Carraig Aonair
Carraig Aonair (Fastnet pe Fastnet Rock e saozneg) a zo ur garreg digenvez er Meurvor Atlantel, er mervent da Iwerzhon. Emañ war-hed 13 km diouzh an douar-bras ha war-dro 6 km diouzh enez Cléire. "Karreg digenvez", "Karreg hec'h-unan" eo ster an anv iwerzhonek "Carraig Aonair". Ar garreg-se zo dezhi 24 metr uhelder a-us live ar mor.
Un tour-tan zo warni. Savet e voe an hini kentañ e 1853, gant houarn. Un eil, e greunvaen, a voe savet eus 1899 da 1904, gant mein bras deuet eus Kernev-Veur. E Kernev-Veur e voe benet ar mein, 2 074 anezho. Eno e voe savet un tour-tan, divontet ha kaset ar mein niverennet da Iwerzhon da adsevel an tour. Ne voe lazhet den ebet e-kerzh al labourioù-se. 54 metr uhelder zo d’an tour-tan. Gwelet a c'haller e c'houloù gwenn 27 mil mor tro-war-dro (50 km).
Brudet eo Carraig Aonair dre ma vez implijet da bal evit ur redadeg bigi-dre-lien anvet Fastnet Race. Loc’hañ a ra ar gouelieroù eus Cowes en enez Wight, ober an dro d’ar garreg ha distreiñ da b-Plymouth, goude ur redadeg 1 126 km a hed. Redadegoù bihanoc’h zo ivez, etre porzhioù bihan eus kreisteiz Iwerzhon evel An Scoil pe Dún na Séad (Baltimore) ha Carraig Aonair.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Fastnet Lighthouse: Light on a lonely rock, pennad tennet eus The Economist, 18/12/2008
- Tour-tan Carraig Aonair / Fastnet Lighthouse
- Skeudennoù eus an tour-tan
- Fastnet Rock Tour from Baltimore and Cape Clear Island