Carl Schmitt

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Carl Schmitt (11 Gouere 1888 – 7 Ebrel 1985) a oa ur gwiraour ha damkaniour politikel alaman. Schmitt en deus skrivet kalz war penaos arver mat ar galloud politikel. Evel un damkaniour mirour[1],[2], e voe ur buruteller kreñv a-enep an demokratelezh daeliek, ar frankizouriezh hag ar gosmopolitouriezh. Levezonet e voe e labour gant an damkaniezh lezennel, ar brederouriezh kevandirel, hag an doueoniezh politikel, hogen nagennet a vez e skrivadoù rak e engouestl gant diorren ar strollad nazi. Oberenn Schmitt he deus bet ul levezon vras war meur a zen, prederourien pe politikourien, en o zouez: Giorgio Agamben, Hannah Arendt, Walter Benjamin, Susan Buck-Morss, Jacques Derrida, Jürgen Habermas, Waldemar Gurian, Jaime Guzmán, Reinhart Koselleck, Friedrich Hayek, Chantal Mouffe, Antonio Negri, Leo Strauss, Adrian Vermeule,[3] ha Slavoj Žižek.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hoffman, John (2015). Introduction to Political Theory. Routledge. 114 p. ISBN 9781317556602. 
  2. Martin, James (2008). Piero Gobetti and the Politics of Liberal Revolution. 142 p. ISBN 978-0-230-61686-8. 
  3. Vermeule, Adrian. "Our Schmittian Administrative Law"