Carinhoso

Eus Wikipedia

Carinhoso ("Kinnigadenn") zo ur ganaouenn bortugalek gant ar sonaozour brazilian Pixinguinha (1897-1973), unan eus ar re bouezusañ e sonerezh-pobl Brazil.

Savet e voe etre 1916 ha 1917 gant Pixinguinha, ha diwezhatoc'h e voe savet komzoù gant João de Barro (1907-2006). Berzh a reas gant ar c'haner Orlando Silva (19151978). Berzh bras a reas adarre er bloavezhioù 1970 pa veze klevet en telenovela « Carinhoso », savet gant TV Globo, ma c'hoarie Regina Duarte (*1947), Cláudio Marzo (1940-2015) ha Débora Duarte (*1950).

Gant ar gelaouenn Rolling Stone (Brazil) eo bet lakaet da drede a-douez ar 100 gwellañ kanaouenn eus Brazil[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]