Mont d’an endalc’had

Carina

Eus Wikipedia

Carina zo un anv-badez danek, italianek ha portugalek ivez.

Lod a gred e teu eus an italianeg, eus ar ger cara, ker, gant un dibenn-ger bihanaat -ina. Gwir eo ez eus meneg eus ar stumm Carino evit ar baotred, hag eus an anv latin Carinus.
Marteze avat n'eo nemet un adstumm eus Karin, gant un dibenn -a, hag ur c'hemm etre al lizherennoù C ha K, evel ma c'hoarvez gant anvioù-badez all, Carolina /Karolina, Carla/Karla, ha re all. Ha gouzout a reer e teu Carin, Karin, ha Karina, eus an anv Katharina.

E gwirionez e c'hall daou anv, e broioù disheñvel, ha disheñvel o orin, bezañ heñvelson ha dont da vout kemmesket e spered an dud.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Carina Beduschi e 2006.
Carina Christensen

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]