Mont d’an endalc’had

Cara sucia (tango)

Eus Wikipedia

«Cara sucia», anvet da gentañ «Concha sucia», zo un tango lakaet war gont ar soner arc'hantinat Casimiro Alcorta, anavezet evel el Negro Casimiro, violinour afrikan-arc'hantinat marvet en dienez hag en ankounac'h, hag a vez meneget evel tad an tango. Hennezh eo an tango koshañ eus ar re vrudet, dianav o saver. Abalamour d'ar c'homzoù pornografek anezhañ eo bet adanvet an tango-mañ diwezhatoc'h gant un toullad arzourien ha lakaet «Cara sucia» ha «La carterita». Komzoù nevez zo bet savet d'an ton, evit e lakaat dereatoc'h, gant F. Elpidio ha Juan Andrés Caruso. Kempennet e voe an ton gant Francisco Canaro ha brudet-bras e voe gant komzoù Caruso en 1917.

Hervez an enklasker René Briand, en 1884, edo ar bioliner Casimiro Alcorta o seniñ an tango «Concha sucia» en davarn Politeama en Buenos Aires. Enni e lakaas tammoù eus un habanera dizanv anvet «Dame más», ma veze laret:

Concha sucia, concha sucia, concha sucia, (krogenn lous)
te has venido con la concha sin lavar, (deuet out hep gwalc'hiñ da grogenn)
melenuda, melenuda, melenuda, (blevek)
esa concha que tenés sin afeitar, (ar grogenn-se n'eo ket gwalc'het)
esa concha tan sabrosa y picarona (ar grogenn-se ken saourus ha lamponez)
que me tiene encajetado hasta el ojal. ( ...)

Amañ «concha» , krogenn, a zo evit kourzh. Gwall skoemp e veze anvioù ha komzoù an tangoioù kentañ. Hervez an eñvor tremenet dre gomz e oa awenet an tango-mañ gant ur c'h-cafisho, un houlier porteño (eus Buenos Aires) hag ur c'hask a oa dindan e lasoù, anvet Enriqueta.

Met krog e oa an tango da vezañ brudet ha skignet war pladennoù, ma voe adskrivet hag adanvet forzhig tangoioù evit o dereataat. Ouzhpenn-se , gant an diktatouriezhioù soudardel a gemeras penn ar vro adalek 1930, e voe savet normoù buhezegourel evit berzañ komzoù ha titloù dizoare. Ma troas «Concha sucia» en «Cara sucia».

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]