Cant del Barça
Cant del Barça a zo ur ganaouenn savet e katalaneg da-geñver pemzekvet deiz-ha-bloaz ha tri-ugent Futbol Club Barcelona.
Skrivet e voe ar gerioù gant an daou skrivagner katalan Josep Maria Espinàs i Massip (1927-) ha Jaume Picas i Guiu (1921-1976) tra ma voe savet an ton gant ar sonaozer katalan Manuel Valls i Gorina (1920-1984).
Kanet e voe evit ar wech kentañ gant ul laz-kanañ tri mil pemp kant den renet gant Oriol Martorell i Codina (1927-1996) er c'hCamp Nou, a-raok ur c'hrogad mell-droad hag a voe dalc'het d'ar 27 a viz Du 1974 (FC Barcelona ouzh skipailh Republik Demokratel Alamagn). Deuet eo da vezañ un himn da-vat ha kanet e vez bep tro ma c'hoari er gêr unan eus skipailhoù ar c'hleub blaugrana[1].
Pozioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pozioù Cant del Barça a ra dave da spered digor hag enframmer ar c'hleub, na ra diforc'h ebet etre e skorerien dre o orin, pa'z eo skoazellañ ar skipailh ha sevel an unaniezh evit an nerzh glas-ha-granat ar pezh a zo pouezus e gwirionez.
Katalaneg | ||
---|---|---|
|
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cant del Barça kanet gant ar ganourez katalan Gisela.
- Cant del Barça kanet gant socios ar Barça a-raok ar c'hrogad ouzh Real Madrid Club de Fútbol (22 a viz Meurzh 2015).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Glas ha ruz-mouk evel daou liv ar c'hrez douget gant melldroaderien FC Barcelona.