Mont d’an endalc’had

Caius ist ein Dummkopf

Eus Wikipedia

Caius ist ein Dummkopf zo ur romant alamanek evit ar yaouankiz savet e 1953 gant Henry Winterfeld.

Hennezh eo an hini kentañ eus un heuliad tri romant – Caius geht ein Licht auf ha Caius in der Klemme titl an daou all – a c'hoarvez e Henroma.

Hervez un notenn e dibenn al levr e vefe bet kavet ar frazenn Caius asinus est (e latin : Caius a zo un azen), levezonet an istor ganti, e-touesk skrivachoù ouzh ur voger e Pompei. Alies e vez klevet kement-se, koulskoude n’eo ket gwir[1].