Caius Marius

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
ur skeudenn er Villa Borghese

Caius Marius (-153 / -86) a oa ur ur jeneral hag un den a Stad roman bet ganet e Cereatae, e-kichen Arpinium, e -157 hag aet da anaon d'an 13 a viz Genver 86 a-raok J.-K. Trec'h war ar Gimbred hag e brezelioù Jugurtha, derc'hel a reas an ofis a gonsul seizh gwezh e-pad e esped, ar pezh ne oa ket bet gwelet biskoazh. Adreizhadennoù a-bouez en deus graet en armeoù roman. Sevel a reas un arme a vicher a gemeras lec'h ar galvadegoù keodediz a veze implijet betek kreiz ar Republik roman. Gwellat a reas ivez ar pilum, un dared, hag e reas cheñchamañtoù bras e framm lojistig an arme roman.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Anv zo anezhañ e-kerzh seiziz Numancia (-134)

- tribun (-119)

- pretor (-116)

- aet gant Metellus da Afrika a-enep Jugurtha

- koñsul e -107, da heul Lucius Cassius

- trec'h war Jugurtha (-106)

- koñsul pemp bloaz : -104, da heul Caius Flavius; -103, da heul Lucius Aurelius; -102, da heul Quintus Lutatius; -101, da heul Marcus Aquillius; -100, da heul Lucius Valerius

- trec'h war an Deutoned, e-kichen Aix, (-101)

- trec'h war ar Gimbred, e Verceil

- trec'h war an Italianed kevreded (-90 / -88)

- koñsul evit ar seizhvet gwech, e -86, da heul Lucius Cornelius

- aet da Anaon e Roma, e -86, hervez ar pezh e vez lavaret, goude bezhañ lonket gantañ re a win (hervez re all : evit en em zistruj).

Skridoù diwar-benn Marius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Plutarchus :
  • Arnault : Marius e Minturnes, trajedienn

Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • André Blanc ː L'Homme emprisonne le Temps. Les calendriers. Les Belles Lettres. Paris 1986
  • M.N Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.