CMA CGM Kerguelen

Eus Wikipedia

Ar CMA CGM Kerguelen a zo ul lestr douger-endalc'herioù eus ar re vrasañ pa oa ar pempet brasañ pa voe savet e 2015, gant 398 metr hed ha 54 m led. 17 722 endalc'her a c'hall bezañ douget gantañ. Savet eo bet e Korea ar Su evit ar gompagnunezh c'hall CMA CGM[1] ha badezet en Havr-Nevez[2] d'an 12 a viz Mae 2015.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet eo war-lerc'h Youenn Kergelenn, moraer hag ergerzher breton.

Istor ar vag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vag a zo perc'hennet gant an embregerezh dezougen war vor CMA CGM staliet e Marselha.

Savet ez eo bet ar vag hervez al lezennoù nevez evit an dezougen war vor MARPOL 12A gant daou gouc'h d'ar vag.

Maeronez ar vag a zo Catherine Hayot, Catherine Brichant he anv gwirion, gwreg Bernard Hayot ez eo he. Badezet ez eo bet ar vag gant ar frazenn "Je nomme ce navire CMA CGM Kerguelen, que Dieu le bénisse ainsi que tous ceux qui sont et seront à bord."[3]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.