Cœur de pirate

Eus Wikipedia
Cœur de Pirate

Béatrice Martin, « Cœur de pirate » hec'h anv micher, ganet d'an 22 a viz Gwengolo 1989 e Montréal e Bro-Gebek a zo ur ganerez c'hallek kebekat hag a son piano.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget e oa da c'hoari piano da dri bloaz, sikouret gant he vamm hag a c'hoari piano da vicher. Da 15 vloaz e son ar piano e-barzh ar strollad sonnerezh anvet « December Strikes First ». Goude-se e ra pemp bloavezh studioù war an arz, ar skrid hag ar c'hehentiñ, e Montréal. Graet he deus ivez studioù graferezh rak roant he doa sevel ha tresañ mangaioù. E 2007 e krogas da skrivañ kanaouennoù, broudet gant he mignoned. E 2008 e teuas er-maez he fladenn gentañ « Cœur de pirate ». E miz Du 2011 e teuas er-maez an eil pladenn: « Blonde ». Doare sonerezh « Cœur de pirate » zo Pop Folk, an darn vrasañ eus he c'hanaouennoù a zo e galleg. Komz a ra ivez kalz eus ar garantez en he c'hanaouennoù, ar pezh he deus bevet.

He buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He gwaz a zo anvet Alex Peyrat, un tatouer gall eo. Gantañ eo he deus bet ur plac'h vihan hag a zo anvet Romy, ganet e 2012.

Ar prizioù he deus bet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2009 : Félix
  • 2010 : Victoire de la musique
  • 2010 : Félix
  • 2012 : Grand prix Grafika
  • 2012 : Sirius XM Indies Awards
  • 2012 : Félix
  • 2012 : Félix
  • 2012 : Félix

Ar prizioù Félix a zo bet krouet e 1979 gant « l'Association québécoise de l'industrie du disque, du spectacle et de la vidéo » (ADISQ). Ar priz mañ a vez roet d'ar c'haner pe d'ur ganerez eus ar C'hebek.