Cálice

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Cálice zo ur ganaouenn bortugalek savet gant ar ganerien vrazilian Chico Buarque ha Gilberto Gil a-enep an diktatouriezh e 1973. Berzet e voe kenkent ha ne voe enrollet nemet e 1978 hag embannet en albom Chico Buarque (1978).

Kanet e voe ivez gant Maria Bethânia en hec'h albom Álibi .

Ar skrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gil en doa savet an diskan "Pai, afasta de mim este cálice / de vinho tinto de sangue", dave splann da Pasion Jezuz war ar Menez Kalvar, gant ar forc'hellegezh "cálice / cale-se" (kalir/tav) komprenet kenkent gant Chico. Gant ar ger-se e oa c'hoant da bellaat sizailh an diktatouriezh er vro. Gil en devoa savet ivez ar poz kentañ; goude daou emgav gant Chico, e voe savet an ton hag ar pozioù all, pevar en holl, ar c'hentañ hag an trede gant Gil an eil hag ar pevare gant Chico.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]