C'hoari ar c'hadorioù

Eus Wikipedia
Tud vras ha bugale o c'hoari ar c'hadorioù en SUA en 2008

C'hoari ar c'hadorioù zo ur c'hoari gant kadorioù. Treiñ a ra an dud en-dro d'ar c'hadorioù, ha pa chom a-sav ar sonerezh pe ar c'han, e rankont azezañ. Met ur gador nebeutoc'h a vez atav.

  • Er gomedienn war gan Evita (1996), e-pad ar ganaouenn The Art of the Possible, Juan Perón hag ur strollad ofiserien all a c'hoari ar c'hadorioù ha gant Perón ec'h a ar maout, evit aroueziañ e bignidigezh war-zu ar galloud.
  • Er film istorel serbek Дара из Јасеновца / Dara iz Jasenovca (2020) e vez lakaet ar brizonidi da c'hoari ar c'hadorioù a-raok bezañ fuzuilhet evit plijadur an ofiserien nazi.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]