Buru
Rann eus | Inizi Maluku |
---|---|
Anv | Buru |
Anv er yezh a orin | Pulau Buru |
Stad | Indonezia |
E tiriad | Maluku |
Lec'h | Mor Banda |
War ribl | Seram Sea, Mor Banda |
Daveennoù douaroniel | 3°25′30″S 126°40′3″E |
Poent uhelañ | Mount Kapalatmada |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Buru |
Buru zo unan eus inizi Maluku e reter Indonezia.
En em astenn a ra Buru war 9 505 km2 hag annezet eo gant 135 000 a dud (e 2009). Namlea eo ar gêr-benn. Emañ Buru er c'hornôg d'an inizi Seram hag Ambon, e proviñs Maluku.
Da vare ren ar prezidant Suharto war Indonezia, e teuas enez Buru da vezañ anavezet evel al lec'h ma veze bac'het prizonidi bolitikel. E-touez ar brizonidi-se e voe Pramoedya Ananta Toer, unan eus ar skrivagnerien indonezek brudetañ.
Evel ar peurrest eus enezeg Maluku emañ Buru e tolead linenn Wallace, un tolead a bouez bras evit ar skiantourien abalamour da liesseurted ar gouennoù plant ha loened ennañ, a-c'haoliad etre toleadoù gevred Azia hag Okeania. E-touez ar spesadoù bronneged dibar da enez Buru ha d'an enezennoùigoù tro-dro emañ ar Babirousa blevek.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Koadegi Buru, e lec'hienn World Wildlife Fund (e saozneg).