Bulzun
Neuz
Ur vulzun[1] zo ur benveg m'eo staget un neudenn warni evit he c'has dre ur stern-gwiader p'emaer o weañ danvez. Kroaziet e vez neudennoù an anneuenn dre o lakaat da dremen etre neudennoù ar steuñvenn.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aristoteles, Politika, I, 1253b38
« Ma yaje en-dro ar bulzunoù dre o-unan, ar vistri n'o dije ket ezhomm kaout sklaved. »
Tro-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ober ar vulzun = tremen da lec'h all ha dont en-dro lies : Taldir-Jaffrennoù, « Eno emañ pennlinenn al listr treuz-morek a ra ar vulzun etre Breizh-Veur hag Eire, Eñvorennoù... 1944. »
Pennadoù liammet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Catholicon, 1499, Bulsun an guiader. g. navet de texier.