Bulbasaur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Niverenn: 001 Patrom: Plantel/Poezon Stad gourdad: Ket Stad deveret: Ivysaur (Live 16)


Bulbasaur a zo ur spesad pokemon diazez, spizverkus eo abalamour d'e vent piltoseg, bihan, doare ul loen-stlej, ul liv glas-sklaer dezhañ, hag ur grouell-blantenn war e gein. Mont a ra war-raok a-drugarez d'e bevar fav. Emdreiñ a raio goude en Ivysaur hag er fin e Venusaur; d'ar mare-se e tiorro ivez ar blantenn hag a zo war e gein.
Hervez ar Pokedex ez eo grefet ar greunenn-se diwar pep bulbasaur nevez ganet. Hemañ a c'hello neuze euvriñ nerzh an heol evit lakaat e douger da emdreiñ.


Gwelet e vez er c'hoari video gant an teknikoù da-heul (en urzh) : dereiñ, ruoc'h, sungreun, ha troc'h-geot.