Bugale Palhavã

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Bugale Palhavã a oa mibien bastard ar roue João V (1706-1750), anavezet gantañ e 1742 dre ur baperenn sinet a voe embannet e 1752, goude e varv.

Dont a ra an anv-se eus ma oant lojet e palez markiz Louriçal, e tolead Palhavã, en uhelennoù nepell diouzh Lisboa hag a zo bremaén e kêr. Ar savadur, anvet Palez an Azambuja, a zo bremañ annezet gant kannad Spagn e Lisboa, pe "Palácio dos Meninos de Palhavã".

Skoliet e voent er Mosteiro de Santa Cruz e Coimbra, gant Frei Gaspar da Encarnação, evit gallout mont da leaned. Dre goustiañs fall marteze ec'h embannas un "Decreto porque S. Majestade houve por bem declarar três filhos ilegítimos", e Caldas da Rainha d'ar 6 a viz Eost 1742. Lavarout a ra e oant mibien eus "maouezed naet a wad kontammet", hag e c'houlenne digant ar priñs pennhêr, o lezvreur, reiñ harp d'e vreudeur. Este assim o fez por decreto de 21 de abril de 1752, registrado ao livro 1º das Patentes, folio 223.

Setu o anvioù:

Abalamour d'un tabut gant markiz Pombal, D. António ha D. José a voe harluet da v-Buçaco e 1760, ha ne c'halljont distreiñ nemet goude marv José Iañ Portugal, e1777.