Buffy Sainte-Marie
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Buffy Sainte-Marie ![]() |
Anv ganedigezh | Beverly Jean Santamaria ![]() |
Anv-bihan | Beverly, Jean, Buffy ![]() |
Anv-familh | Santamaria, Sainte-Marie ![]() |
Deiziad ganedigezh | 20 C'hwe 1941 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Stoneham ![]() |
Pried | Jack Nitzsche, Sheldon Peters Wolfchild ![]() |
Bugel | Cody Wolfchild ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Tachenn labour | sonaozañ, sonerezh ![]() |
Bet war ar studi e | University of Massachusetts Amherst ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1963 ![]() |
Strollad etnek | Italian Americans, English Americans ![]() |
Perzhiad e | Mariposa Folk Festival ![]() |
Benveg sonerezh | gitar, mouth bow, mouezh ![]() |
Pladennrolladur | Buffy Sainte-Marie discography ![]() |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences ![]() |
Tachenn | sonerezh rock, sonerezh elektronek, country music, sonerezh folk ![]() |
Darvoud-alc'hwez | disputed Native American heritage ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://buffysainte-marie.com/ ![]() |

Buffy Sainte-Marie, pe Beverly Sainte-Marie met Beverley Jean Santamaria he gwir anv, zo un saverez-sonioù ha kanerez stadunanat ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1941. Brudet eo he c'hanaouenn Bury my heart at Wounded Knee ( Douarit ma c'halon e Wounded Knee) diwar-benn lazhadeg Wounded Knee hag Up where we belong kanet gant meur a ganer all.
Abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 1960 eo Sainte-Marie oc'h embann da gaout orinoù kanadian amerindian, eus ar bobl Cree, er Piapot Reserve, ur mirva Indianed, e Qu'Appelle Valley en Saskatchewan, Kanada. Embannet he doa ivez bezañ Emzivadez hag adverc'het gant Albert ha Winifred Sainte-Marie, kerent a bell. Un enklask eus 2023 gant CBC News a embann gant prouennoù eo ganet hi anat e Stadoù-Unanet Amerika gant tud a orin eus Italia ha Bro-Saoz.[1] Lod aktourien sevenadurel hag aozadurioù amerindian a c'houlenn aboe ma vije tennet dezhi an enorioù ha prizioù rastellet ganti en ur vezañ fallerezh gouennel, betek ar fed ma oa bet degemeret er Canadian Music Hall of Fame.[2]Abaoe eo bet tennet dezhi he Urzh eus Kanada, enor uhelañ Kanada roet d'un trevour. tennet eo bet e 2025 evel disoc'h.[3]
Fallaerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sainte-Marie a embann[4] e oa hi ganet er Piapot 75, ur mirva en Qu'Appelle Valley, Saskatchewan, Kanada, eus kerent Cree.[5] Bez eo bet ivez oc'h embann, pa oa hi oadet a 2 pe 3 bloaz he oa kemeret eus he familh evel lod all dre politikerezh ar Sixties Scoop—politikerezh ar gaournamant, kroget e 1951, a skrape bugale amerindian diouzh o familhoù, kumuniezhoù ha takadoù sevenadurel, da lakaat anezho da vezañ desavet e familhoù hep liamm nag orin Amerindian.[6]
Kenderc'hel a ra hi da embann ne oar ket netra a-zivout he ganedigezh, marteze e vije bet distrujet pe erlec'hiet restroù liammet gant an aktaoù ganedigezh. En ur filmig he embann « gant karantez », « gouzout a ran piv on me, piv a garan ha piv a gar ac'hanon ». [7]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Who is the real Buffy Sainte-Marie?", CBC News (2023-10-27).
- ↑ The Canadian Press (2023-11-05). Indigenous musicians upset over Buffy Sainte-Marie ancestry revelations.
- ↑ Bliss, Karen (2025-02-08). Singer-Activist Buffy Sainte-Marie Stripped of Order of Canada, the Country’s Most Prestigious Civilian Honor (en-US).
- ↑ Biography.
- ↑ Bennett, Tony, and Valda Blundell. 1995. Cultural studies. Vol. 9, no. 1, First peoples: cultures, policies, politics. London: Routledge. pg. 111; (ISBN 0-203-98575-3)
- ↑ Warner, Andrea (22 a viz Meurzh 2021). Buffy Sainte-Marie At 80. “Kredet e vez eo ganet Buffy Sainte-Marie e 1941 e mirva ar meuriad Amerindianed Piapot e Saskatchewan, ha skrapet diouzh he kerent biologel marteze pa oa hi 2 pe tri bloaz. Advabet he oa bet gant ur c'houblad tud gwenn anat e Massachusetts, hag ar vamm-gaer, Winifred, a embann kaout ul lod hêrezh gouennel eus an indianed Mi’kmaq. Taol-arnod buhez Sainte-Marie o vezañ advabet er-maez eus he sevenadur ha lakaet en ur familh nann indian gant servijoù ar vugale a zo un istor gwall voutin er C'hanada. An doare d'ober-se lesanvet abaoe Sixties Scoop, evit ober dave d'an 10 a vloavezhioù lec'h ma oa bet d'an uhelañ (memes ma oa kendalc'het kalz diwezatoc'h evit ar bloavezhioù 1960 hag a oa kendalc'het e-pad degadoù a vloavezhioù goude-se).”
- ↑ (fr) https://www.lapresse.ca/actualites/chroniques/2023-10-30/le-vrai-du-faux-de-buffy-sainte-marie.php