Bruched
Iskevrennad eus | subdivision of trunk proper, particular anatomical entity |
---|---|
Staget ouzh | Kof, Skoaz, Gouzoug |
ID en Thesaurus NCI | C12799 |
Ar bruched, pe ar brusk, eo lodenn uhelañ ar c'horf, etre ar gouzoug hag ar c'hof, gant an dud ha gant loened zo.
En-dro d'ar bruched
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En-dro d'ar bruched emañ an divskoaz, ar c'hostezennoù, (ar c'hostezioù ivez a-wechoù), hag ar c'hein.
War ar bruched
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ar bruched e weler ar bronnoù, pe an divvronn, a c'hall bezañ goloet a vlev, met kentoc'h gant ar wazed.
A-wechoù, en un doare elevezek, e lavarer bruched e-lec'h bronnoù pa gomzer eus ur vaouez.
E-barzh ar bruched
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kest ar bruched, pe kest ar brusk, eo anv ar framm eskern graet gant ar c'hostezennoù.
Organoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bruched emañ:
- Organoù all zo:
- al lienenn-gig, pe diafragm
- ar gorzenn-voued
- an treuz-gouzoug ( pe trachea)
- Ar gwazhied, re ar galon hag ar skevent, zo ivez.
Kigennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kigennoù zo
- kigennoù ar bruched: Pectoralis major ha Pectoralis minor
- ar re anvet trapez
- Eskern zo ivez, ha dreist-holl:
- an trebezioù-skoaz,
- ar sternom,
- un darn eus gwalenn ar c'hein,
- ar c'hostezennoù.
Loened all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant al loened pevarzroadek e vez tost ar bronnoù ouzh ar pavioù a-dreñv, ha gant-se n'emaint ket ouzh ar bruched.
Gant loened evel an amprevaned, a zo o eskern e-maez o c'horf, e vo komzet eus toraks kenkoulz hag eus bruched.