Bronn Wennili
Neuz
Bronn Wennili
| Anv er yezh a orin | Bronn Wennili, Brown Willy |
|---|---|
| Parent peak | High Willhays |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| E tiriad | Cornwall |
| En un takad gwarezet | Bodmin Moor |
| Kontelezh istorel | Kernev-Veur |
| Daveennoù douaroniel | 50°35′23″N 4°36′13″W |
| Daveennoù an Ordnance Survey | SX158799 |


Bronn Wennili eo menez uhelañ Kernev-Veur. 420 m eo an uhelder anezhañ. E Goen Brenn emañ, 4 c'hilometr e Gwalarn Bedhasbold ha 6 kilometr e Gevred Ryskammel.
Al lec'hanv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brown Willy eo he anv e saozneg. Bren/Bron Wennili e vefe, da lavaret eo “bronn (torgenn) ar gwennili" e brezhoneg. Met Bron Ewhella e vefe, "bronn uhelañ", hervez an istorour ha yezhoniour Henry Jenner.
Ur menez darempredet abaoe pell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou garn zo war he barr. Eus Oadvezh an arem e teufent.
Plijout a ra he dinaouennoù d'ar valeerien. Bep kala-bloaz e vez aozet ur redadeg eno hag a vez boulc'het hag echuet er "Jamaica Inn", un davarn vrudet.