Mont d’an endalc’had

Brikennerezh Sant-Ilan

Eus Wikipedia

Brikennerezh Sant-Ilan a oa bet savet e 1864 gant Olivier Lamitier du Clésieux ha Henri Louis Rouxel de Villeferon war lec’hienn Boutdeville e Langaeg.

Ar Vrikennerezh a oa liammet ouzh Hentoù-houarn Aodoù-an-Hanternoz. Serret e oa bet da heul an Eil brezel-bed.

Abaoe 2002, al lec’h zo ur mirdi.

Mirdi ar vrikennerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadurioù ar vrikennerezh zo bet dilezet goude e-pad meur a zekvloaziad.

E 1993 en em stailh ar gevredigezh Hentoù-houarn Aodoù-an-Hanternoz war al lec’h evit krouiñ savadurioù degemer evit e linenn douristañ da zont. An dud a volontez vat a dalvoudeka al lec’h hag e 2002, ur mirdi a zigor evit brudañ istor al lec’h.

Rannet eo al lec’h e peder lodenn. An hini gentañ zo implijet evit an diskouezadegoù berrbad. An eil a gont istor ar vrikennerezh. An trede zo a-zivout obererezh Bae Sant-Brieg : al legumajerezh. An hini ziwezhañ a zispleg Istor Hentoù-houarn Aodoù-an-Hanternoz.

Tammoù eus pileroù karrbont Souzain

Ar miridi gall nemetañ eo gouestlet evit un darn da Istor Hentoù-houarn Aodoù-an-Hanternoz]].

Pilieroù pont-meur Souzain a oa bet miret da vare an diskar graet gant Pierre Gorreguès eus Kevredigezh Harel de la Noé.