Mont d’an endalc’had

Brezel an erevent

Eus Wikipedia

Brezel an Erevent zo ur romant skrivet gant Marianna Donnart ha Moran Dipode.

E-barzh ur vro a faltazi ez eus savet brezel etre hudourien hag erevent. An erevent a zo euzhviled spontus, bras, gant askilli, hag a duf tan.

An tudennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saki a zo ur studiourez war an hudouriezh. Lazhet eo bet he mestr gant an erevent, ur gefridi a zo ganti: bodañ ar varc'heien hag an holl hudourien evit bezañ trec'h er brezel.

Aaka zo ur marc'heg a sikour Saki e-barzh an istor. Yaouank ha brav eo.

Nöss zo un elf hag ur chaseour. Birou en doa bannet e eskell un aerouant. Gouest eo da waregiñ.

Malvira a zo un aerouantez. Mamm Sarnar eo, reiñ a ra he vi da Saki. Mamm Kilmano eo ivez.

Sarnar zo un aerouant. Breur bihan Kilmano ha mab Malvira eo. Advabet eo bet gant Saki .

Kilmano zo breur Sarnar ha mab Mavira. Roue an erevent eo Kilmano. C'hoant en deus da genderc'hel gant ar brezel.