Brezel Dek Vloaz
Ar Brezel Dek Vloaz (e spagnoleg e vez laret Guerra de los Diez Años) zo c'hoarvezet e Kuba en XIXvet kantved, adalek 1868 betek 1878, etre Spagn hag emsavidi Kuba a venne kaout o dizalc'hted, evel broioù Kreisteizamerika en o raok, hag a c'hwitas war o zaol.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouhere 1867 e oa bet krouet Poellgor Dispac'hel Bayamo gant ur perc'henn pinvidik Francisco Vicente Aguilera. Kreskiñ a reas an emsav en Oriente, ha dreist-holl Manzanillo ma oa Carlos Manuel de Céspedes e penn ar jeu. Eus Bayamo e oa Céspedes, perc'henn ur vilin-sukr e oa, anvet ‘’’La Demajagua’’’. Evit e lakaat da blegañ e voe harzet e vab Oscar gant ar Spagnoled. Nac'h a reas Céspedes plegañ ha lazhet e voe Oscar[1].
D'an 10 a viz Here 1868 e voe embannet gant Céspedes, en e berc'henniezh anvet La Demajagua, e reter ar vro, ha gant perc'henned milinoù-sukr all eveltañ, e oa dizalc'h Kuba, dieub o sklaved: hennezh eo ar Grito de Yara. Hag int da sevel un arme. siwazh, ne voe ket harpet ar grito de Yara gant perc'henned ar c'hornôg, a oa kalz pinvidikoc'h. Ar gostezenn a-du gant ar Spagnoled a oa prest d'en em gannañ, a-enep an emsavidi evel-just, met ivez a-enep dileuridi ar gouarnamant spagnol a felle dezho ober tammoù kemmoù, da-heul dispac'h 1868, en enezenn.
Neuze e krogas ar c'hentañ brezel evit dizalc'hted Kuba. An eil, a reer ar Brezel Bihan anezhañ, a voe e (1879-1880), an trede (1895-1898) a reer Brezel Dizalc'hlted Kuba anezhañ, hag an tri miz diwezhañ a vez graet ar Brezel etre Spagn hag Amerika.
Daoust da skoazell Stadoù-Unanet Amerika, d'al listri stadunanat karget a armoù hag a soudarded (darn anezho bet oc'h en em gannañ e Brezel Diabarzh ar Stadoù-Unanet e voe trec'h ar Spagnoled goude ur brezel hir, kriz ha gwadek.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spontus e voe ar brezel hir-se evit tud Kuba. 300 000 den a voe lazhet, distrujet e voe gounezerezh ar sukr hag ar greanterezh savet warnañ. Daoust da se en em savo pobl Kuba adarre betek kaout an dizalc'hted e 1902. E-tu ar Spagnoled ivez e voe kalz a dud lazhet.
Echuiñ a reas gant emglev Zanjón d'an 10 a viz C'hwevrer 1878, ha tapet e voe un tamm emrenerez, diskaret ar sklavelezh en 1880 (met en 1886 hepken er fedoù), ar parded etre tud du ha gwenn embannet e 1893. Diwar an emglev-se e voe gwelet ar c'hentañ strolladoù politikel o vleuniañ.
Ne voe ket kaset da benn ar c'hemmoù prometet war-lerc'h ar brezel, ma voe un emsavadeg all Brezel Dizalc'hted Kuba.
Stad an enezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Spagnoled a yae d'ober 8% eus ar boblañs a berc'henne tremen 90% eus pinvidigezh ar vro. Gwir politikel ebet n'o doa tud ar vro, ma save bec'h bep an amzer, e reter an eneznn dreist-holl[2].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Moreno Fraginals, Manuel, Cuba–España, España–Cuba. Historia común. Grijalbo Mondadori. Barcelona, 1995. ISBN 84-397-0260-4
- Emilio de Diego García, Weyler, de la leyenda a la Historia. Fundación Cánovas del Castillo, Madrid, 1998. ISBN 84-88306-48-2
- Gabriel Cardona y Juan Carlos Losada, Weyler, nuestro hombre en La Habana. Planeta, Barcelona, Segunda edición 1988. ISBN 84-08-02327-6
- Raúl Cepero Bonilla, Azúcar y abolición. Apuntes para una historia crítica del abolicionismo. Ed. Crítica, Barcelona, 1977. ISBN 84-7423-007-1
- Espadas Burgos, Manuel. Alfonso XII y los orígenes de la Restauración. CSIC, Madrid, 1990. ISBN 84-00-07060-7