Bowling for Columbine

Eus Wikipedia
Tresadenn gant Carlos Latuff o taolenniñ Michael Moore en un duvell a-enep Charlton Heston, arouez al lobby evit an armoù e Stadoù-Unanet Amerika hag a oa e penn an NRA.

Bowling for Columbine zo un teulfilm amerikan-kanadian-alaman sevenet gant Michael Moore ha diskouezet er salioù-sinema amerikan evit ar wech kentañ d'an 11 a viz Here 2002. A-hed ar film e klask ar sevener kompren perak e vez muntret muioc'h a dud en ur mod kenfeuriek gant armoù-tan e Stadoù-Unanet Amerika evit e broioù all.

Un dave eo an titl da lazhadeg lise Columbine e Littleton (Colorado) e 1999, e-lec'h ma oa bet muntret 12 lisead hag ur c'helenner gant daou lisead all. Hervez Michael Moore e voe c'hoariet bowling gant Eric Harris ha Dylan Klebold, an daou vuntrer, ur pennadig a-raok al lazhadeg. N'eo ket bet prouet ar fed-mañ gant an enklaskoù avat.

Ar film en deus tapet Priz meur 55vet Gouel ar Filmoù e Canas, Oscar an teulfilm gwellañ ha César ar gwellañ film estrañjour. Tabut a zo savet diwar-benn ar film pa voe embannet, diwar-benn e zoare (teulfilm-faltazi) koulz ha war e sujed.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan