Mont d’an endalc’had

Boutinoù

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Un dra voutin d'ar gumuniezh eo ar vangounell-zour e kêriadenn Ngadisan e Jawa-Izel (Jawa Timur)

Ar boutinoù zo danvezioù rannet, meret ha kempennet a-stroll gant ur gumuniezh ; homañ a sav reolennoù evit o dasparzhañ, evit o mirout hag evit o gwareziñ. Kinnig a ra d'he izili m'eo posubl ober ganto pe war-eeun pe ameeun. An danvezioù-se a c'hell bezañ naturel (ur c'hoad, ur stêr), dafarel (un ti, un ardivink, ur greizenn tredan) pe difetis (ur ouiziegezh, ur meziant).