Boulton and Park

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Thomas Ernest Boulton ha Frederick William Park (lesanvet Fanny and Stella) a oa treuzwiskerien saoz hag a voe barnet evit bezañ heñvelrevidi war a seblant. Brudet a-walc'h e voe an afer, anvet Boulton and Park Case, hag ar varnadenn e Londrez e 1871. Rebechet e oa dezho conspiring and inciting persons to commit an unnatural offence. Un taol-kleze en dour e voe ar varnedigezh, pa ne c'hallas ket ar varnerien prouiñ e oa bet darempredoù revrfouzherezh ganto, ar pezh a oa un torfed er mare-se, nag e oa un torfed gwiskañ dilhad maouezed gant paotred ; neuze e voent kavet digablus ha lezet da vont.