Mont d’an endalc’had

Boul-tenn

Eus Wikipedia

C'hoariet e vez e Kerne Izel (Bro-C'hlazik) .

  • Ur piltos (3 merk kleuziet war e c'horre, enno e vez lakaet 3 boul).
  • 6 boul:
    • 3 boul war ar piltos
      • ar Vigoudenn eo anv an hini zo e-kreiz
    • 3 boul gant ar c'hoarier.

Penaos ez a en-dro ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2 heuliad a 3 skrinkadenn a vez graet gant pep c'hoarier. Ret eo dezhañ tennañ ar bouloù kuit hep stekiñ ouzh an douar. Ar bouloù a vez lakaet bep tro war ar piltos e fin pep heuliad, pe c'hoazh bep tro ma vezont tennet holl kuit diouzh ar piltos. Ar voulenn greiz a vo lakaet en-dro bep tro ma vo kaset kuit.

Pa vez kaset kuit ur voulenn a-gleiz pe a-zehou e vez roet 1 poent. Pa vez kaset kuit an hini greiz e vez roet 2 boent. Pa vez kemeret plas ar voulenn kaset kuit gant ar voulenn bet strinket e vez daougementet poentoù he zalvoudegezh. Ar maout a ya gant an hini en deus paket ar muiañ a boentoù.