Boued-houidi
Neuz
Boued-houidi zo ur seurt plant-dour, anvet ivez lemna minor, hag a chom war gorre an dour. N'eo ket gwall spis an anv brezhonek, rak meur a ouenn lemna zo, met klotañ a ra gant an anv duckweed e saozneg.
Kavet e vezont e pevar c'horn ar bed. Pa vez re anezho en ul lec'h e vez re nebeud a aer en dour.
Debret e vezont gant al loened, an houidi evel-just, hag ar moc'h pe ar melc'hwed.