Mont d’an endalc’had

Boualem Sansal

Eus Wikipedia
Boualem Sansal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Aljeria Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denⴱⵓⴰⵍⴰⵎ ⵙⴻⵏⵚⴰⵍ Kemmañ
Anv-bihanBoualem Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 1949, 10 Meu 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTheniet El Had Kemmañ
TadQ137733834 Kemmañ
MammQ137733844 Kemmañ
PriedQ137733803 Kemmañ
BugelSabeha Sansal, Nawal Sansal Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, arabeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Kargseat 3 of the Académie française Kemmañ
Bet war ar studi eNational Polytechnic School Kemmañ
Lec'h annezBoumerdès Kemmañ
Relijion pe kredenndizoueegezh Kemmañ
Kleñvedkrign-bev Kemmañ
Oberenn heverkThe Oath of the Barbarians, The German Mujahid, 2084: The End of the World, Q67430110 Kemmañ
Ezel eusAcadémie des Sciences d’Outre-Mer, Académie Française Kemmañ
DifennerFrançois Zimeray Kemmañ

Boualem Sansal (arabeg: بوعلام صنصال), ganet d'ar 15 a viz Here 1949 e Theniet El Had, e Proviñs Tissemsilt, zo ur skrivagner aljerian-gall. E 2012 e voe gounezet gantañ priz ar romant arab, met sammad moneiz ar priz a voe tennet digantañ goude ma vije bet Sansal o weladenniñ Israel evit komz e Festival Skrivagnerien Jeruzalem. Bet eo enoret gant prizioù lennegel lies, evel priz ar romant gant an Akademiezh C'hall e 2015 evit e romant 2084 : la fin du monde. Brudet eo dreist-holl evel romantour, met da gentañ holl e oa un arnodskridour. Embann a ra e levrioù en Aljeria, Bro-C'hall pe Alamagn.

Dont a ra da vezañ gall e 2024. Hervez e gamalad Xavier Driencourt, klask a ra neuze « en em staliañ e Bro-C'hall » lec'h ma'z eo degemeret e wreg en ospital.

D'an 21 a viz Du 2024, ar gelaouenn Marianne a embanne e oa bet harzet Sansal d'ar 16 a viz Du en Aljer gant ar polis ha lakaet dindan evezh. Gellout a rafe bezañ kondaonet d'an toull-bac'h. D'ar 27 a viz Meurzh 2025 e oa bet kondaonet da 5 bloavezh toull-bac'h. Digastizet e oa bet gant prezidant Aljeria, Abdelmadjid Tebboune, d'an 12 a viz Du 2025 ; lezet e oa bet da vont en e frankiz ha kaset da Alamagn.

Akademiezhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 29 a viz Genver 2026 e voe dilennet da ezel eus an Akademiezh c'hall[1]. Ezel e oa dija eus an Akademiezh velgiat abaoe miz Here 2025[2].