Bolero ranchero
Neuz
Ar bolero ranchero zo un doare sonerezh eus Mec'hiko, ganet diwar kej-mej ar bolero cubano hag ar sonerezh ranchera, e doare ar mariachis. Savet e vije bet gant ar c'haner ha sonaozer Rubén Fuentes, ganet en Ciudad Guzmán en stad Jalisco. Entre ar ganerien brudet all emañ Pedro Infante, Javier Solís (lesanvet El Rey del Bolero Ranchero, roue ar Bolero ranchero), Jorge Valente, Amalia Mendoza ha Flor Silvestre.
Sonet e vez gant gitar, trompilh ha violoñs.
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed amañ un toulladig kanaouennoù hervez an doare-se:
- Cien Años (Rubén Fuentes hag A. Cervantes)
- Ni por favor (Rubén Fuentes hag A. Cervantes)
- Si tu me quisieras (Rubén Fuentes hag A. Cervantes)
- Creí (Chucho Monge)
- Respeta mi dolor (Marcela Galván)
- Media vuelta (José Alfredo Jiménez)
- Mucho Corazón (Emma Elena Valdelamar)