Bocca Baciata

Eus Wikipedia
Bocca Baciata
Dante Gabriel Rossetti Bocca Baciata 1859.png
Dante Gabriel Rossetti, 1859
Eoullivadur war vezher
27,1 × 32,2 cm
Museum of Fine Arts (Boston)
Boston
SUA

Bocca Baciata zo un eoulivadur diwar zorn al livour saoz Dante Gabriel Rossetti e 1859, hag ur c'horn-tro en e hent micherel rak kentañ tro e oa dezhañ poltrediñ ur vaouez en hec'h-unan.
Diwar neuze e reas poltredoù niverus en hevelep doare. En oberenn-mañ e oa e serc'h Fanny Cornforth a dalvezas dezhañ da batrom.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv Bocca Baciata, da lavarout eo genoù poket dezhañ, zo tennet eus ur c'hrennlavar italianek hag a zo skrivet ouzh kein al livadur:

Bocca baciata non perde ventura, anzi rinnova come fa la luna.
Genoù poket dezhañ ne goll ket e vlaz, dont en-dro a ra evel ma ra al loar.

Meneget eo ar c'hrennlavar en Decameron, dastumad kontadennoù italianek Boccaccio, e kontadenn Alatiel: ur briñsez sarazin kenedek he deus kousket un dek mil gwech bennak gant eizh serc'heg disheñvel en ur ober pevar bloaz, hag en em ginnig da roue an Algarve evel e bried gwerc'h.

Meur a wech e voe awenet Rossetti gant al lennegezh krennamzerel, ha hini bro c'henidik e dad zoken, gant oberennoù evel Beata Beatrix, Dante's Dream, Monna Rosa.

Gallout a rafe an oberenn-mañ bezañ bet levezonet ivez gant ar poltred a reas Millaiseus eus e c'hoar-gaer Sophie Gray, hag echuet daou vloaz kent.

Ereoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]