Bluesky Social

Eus Wikipedia
Bluesky Social
servij rouedadoù sokial, raktres, rouedad sokial rannet
Deiziad krouiñ2021 Kemmañ
Anv e kanaブルースカイ Kemmañ
Den heverkJack Dorsey Kemmañ
OberataerBluesky PBLLC Kemmañ
DiorroerBluesky PBLLC Kemmañ
Arload ofisielBluesky Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://bsky.app/ Kemmañ
URL gwazhhttps://bsky.social/about/rss.xml Kemmañ
A implijAT Protocol Kemmañ
Statud strishadur aksedhep strishadur Kemmañ
URL titouroù statud ar servijhttps://status.bsky.app/, https://status.bsky.app/history.atom, https://status.bsky.app/history.rss Kemmañ
FAQ URLhttps://bsky.social/about/faq Kemmañ
URL ofisiel ar c’hinnigoù implijhttps://bsky.social/about/join Kemmañ
Search formatter URLhttps://www.bsky.app/search?q=$1 Kemmañ
logo

Bluesky Social, berraet e Bluesky, zo ur rouedad sokial digreizennet a ya en-dro gant ur protokol digor[1] anvet AT, Authenticated Transfer ("Treuzkas Gwiriekaet").

Krouet eo bet e 2019 gant Jack Dorsey, penn Twitter, a glaske digreizennañ Twitter[2]. Abaoe 2021 eo dizalc’h ar raktres. Hiziv emañ Jay Graber e penn an embregerezh, ha Jack Dorsey zo ezel eus ar c’huzul-merañ.

Gallout a reer implijout ar rouedad sokial gant ur merdeer pe gant un arload Android pe iOS. Ne c’heller krouiñ ur gont nemet gant ur c’hod-pediñ. Ar c’hod-se a c’hell bezañ roet gant un ezel, ur roll gortoz zo ivez evit ar re na anavezont ezel ebet.

D’ar 5 a viz Genver 2024 e oa 2,9 milion a izili hag 1,9 milion a dud er roll gortoz[3].

D’ar 6 a viz C'hwevrer 2024 e tilezas Bluesky ar c’hodoù-pediñ hag e laoskas an holl krouiñ ur gont[4].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]