Bleiz-gouel-Mikael

Eus Wikipedia
Bleizi-gouel-Mikael
Tipule.jpg
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Diptera
Kerentiad : Tipulidae
D'ar vevoniezh
1GZX Haemoglobin.pngEmoji u1f344.svgCreative-Tail-Animal-butterfly.svg
e tenn ar pennad-mañ.


Ar bleizi-gouel-Mikael, pe Treid-hir, eo an amprevaned dinoaz a ya d'ober ar c'herentiad Tipulidae.

Hir ha bresk eo o favioù, berr o zastornelloù hag amparfal o nij evit ar re vrasañ.

An ûioù a vez dozvet war al luzern, ar melchon... Al larvennoù a vev en douar fresk, e-touez an delioù marv, er c'hoad bruket pe en dour. Larvennoù an eil remziad a dremen ar goañv en douar diouzh an deiz hag o krignat plant diouzh an noz.

An imagoed a zeu war-wel e miz Ebrel ha Mae. An eil remziad a nij war-dro miz Eost, miz Gwengolo.

Bihanoc'h eo ar pared evit ar parezed. Nijal a reont pa eo sioul an amzer a-raok ar c'huzh-heol ha diouzh ar beure.