Blackberry

Eus Wikipedia
Logo Blackberry
BlackBerry 8820, BlackBerry Bold 9900 ha BlackBerry Classic

BlackBerry zo un hollad pellgomzioù hezoug smartphone, tabletennoù, ha servijoù krouet gant an embregerezh kanadian BlackBerry Limited (anvet Research In Motion, pe RIM). Evit ar pellgomzioù hezoug ez int savet bremañ gant TCL Communication (dindan an anv merk BlackBerry Mobile) evit ar bed, BB Merah Putih evit Indonezia hag Optiemus evit ar marc'had indian.

E miz C'hwevrer 2017, BlackBerry Mobile en devoa embannet ar BlackBerry KeyOne, a voe brudet evit kaout un douchennaoueg gwir dindan ar skramm, gant ur bateri padus, hag ur savenn disheñvel eus an OS10.

Ar pellgomzioù hezoug gant BlackBerry doare Android zo reoù gant BlackBerry Motion. Ar pellgomzioù-se, gant ar re doare BlackBerry Aurora savet gant BB Merah Purih a zo deuet da vezañ linenn sevel diazez an embregerezh.

Ar c'hentañ pellgomz BlackBerry, ar stumm 850, a voe embannet e 1999 e München, en Alamagn.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]