Black Death Group

Eus Wikipedia

Ar Black Death Group zo ur strollad kuzh torfedourien arbennikaet war ar skrapañ ha gwerzhañ tud. Implijet e vez an Dark Web gant an dorfedourien-se evit trafikañ tud bet skrapet ganto. Dianav-tre ez eo munudoù an aozadur d'an nerzhioù surentez, memes evit Interpol ar pezh a laka da sevel ar goulenn hag un aozadur a zo en gwirionez pe get.

Hervez ar pezh a vez embannet e vefe ganet an aozadur e 1994 e Reter Europa. An aozadur a oa d'ar mare-se unan a ginnige muntroù, gwerzhañ armoù ha bombezenniñ[1] Etre mojenn ha nerzh an internet posubl eo ne vefe ket eus un aozadur gwirion anvet Black Death Group met tud lies hep liamm resis etrezo. Skrapadenn c'hwitet un top-model Saoz e 2017 a laka an archerien da soñjal e vefe eus un aozadur met hep prouenn resis betek-henn[2].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vojenn a oa war an internet o lakaat war-raok un aozadur torfedouriezh anvet Black Death Group. Hep prouenn resis, Interpol n'en doa ket digoret un enklask ofisiel memes ma oa bet ouzhpennet an aozadur war ul listenn aozadurioù torfedourien. E 2015 Joseph Cox, ur skrivagner o labourat evit al lec'hienn internet Motherboard[3], en doa graet un enklask. O klask kemer perzh e gwerzhadennoù maouezed, respontet e oa bet dezhañ gant al lec'hienn:

"We don't invite strangers to auctions," Black Death told me in one email. "We don't want popularity. No Europol. No people just looking around. No journalists or bloggers."
"Just serious business."
Doare simboloù adkavet war an Dark web gant tud a embann bezañ eus an aozadur: medisined da vare ar Vosenn vras.

Ne voe ket ar skrivagner evit gouzout ha gwir e oa bet al lec'hienn hag ar gwerzhadennoù pe get.

D'ar 6 a viz Eost 2017, Lukasz Herba, un den a orin eus Polonia, a voe harzet e Milan goude bezañ bet skrapet ha drammet un top-model saoz Chloe Ayling[4] en Italia. Hervez ar pezh a gontas ar vaouez e oa bet da vezañ gwerzhet en ur vro arab goude un imboud, ur wech aet skuizh ar prener gant ur vaouez e c'helle pe adwerzhañ anezhi pe reiñ anezhi da zerbiñ da digred. Tapet e oa bet an torfedour goude ma vefe bet cheñchet mennozh gantañ rak e-touezh reolennoù an aozadur ne c'heller ket gwerzhañ ur vaouez gant bugale[5].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]