Birger Sjöberg

Eus Wikipedia
Birger Sjöberg
Birger Sjöberg
Birger Sjöberg
Obererezh barzhonegoù, kanaouennoù, ur romant
Ganedigezh 6 a viz Kerzu 1885
e Vänersborg
Marv 30 a viz Ebrel 1929
e Växjö
Yezh skrivañ svedeg


Birger Sjöberg (6 a viz Kerzu 1885 e Vänersborg - 30 a viz Ebrel 1929 e Växjö) a oa ur barzh hag ur saver kanaouennoù svedat.

An ti ma voe ganet Birger Sjöberg

Kazetenner e oa Sjöberg ha skrivañ a rae kanaouennoù p'en deveze amzer vak. Brudet e teuas da vezañ goude embann e zastumad kentañ titlet Fridas bok (1922). Goude bezañ graet meur a droiad sonerezh e tistagas diouzh ar vuhez foran hag e skrivas barzhonegoù. Ul lodenn eus e oebrenn a voe embannet goude e varv.

Bez Birger Sjöberg e Helsingborg

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn da Frida e Vänersborg
  • Fridas bok, 1922, barzhonegoù
  • Kvartetten som sprängdes, levrenn 1 ha levrenn 2, 1924, romant
  • Kriser och kransar, 1926, barzhonegoù
  • Fridas andra bok, 1929, barzhonegoù
  • Minnen från jorden, 1940, barzhonegoù
  • Syntaxupproret, 1955, barzhonegoù
  • Fridas tredje bok, 1956, barzhonegoù
  • Samlade dikter, 1973, dastumad barzhonegoù
  • Samlade visor, 1981, dastumad kanaouennoù